Ar Rouedad STM e Breizh

Kinniget e vez stummadurioù gant STM Breizh :

  • er skol hag en un embregerezh a-bep-eil

  • dre an deskardelezh

  • gant ar stummañ dibaouez

Harpañ a reont war startijenn o rouedad evit lakaat ar stummadurioù a ginnigont da droadañ gant ezhommoù an tiriad, ha war 7000 keveler micherel e pep lec’h er vro evit degemer ar skolidi diouzh ar gwellañ.

An talvoudoù :

  • Pedagogiezh an deskiñ a-bep-eil gant al labour

  • Lec’hioù stajoù diouzh mennad ho pugel

  • Deskiñ bezañ ur c’heodedour ha bezañ digor d’ar bed

  • Ur sikour evit pep hini gant ur skipailh desavadurel mennet-start, e kreizennoù-stummañ ha n’int ket re vras

  • Stajoù en estrenvro evit reiñ talvoudegezh da varregezhioù ar re yaouank hag evit ma vo aesoc’h dezho kavout ur plas er gevredigezh hag e bed al labour


 

NIVER A DUD      + 9 000 den degemeret en ur stummadur (Skolidi – Deskarded – Stajidi)

18 gennad stummañ

  • Stummadur kentañ gant Ministrerezh al Labour-douar -> 4 000 skoliad  

  • Deskardelezh  ->  + 1 500 deskard

  • Stummañ Micherel Dibaouez -> 3 800 stajiad (ouzhpenn 430 000 eurvezhioù stummañ evit an holl-stajidi)